Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 21.09.2020

2 minutes

Devezhioù ar glad e ekomirdi Milinoù Kerouat, e Kommanna

With : Brendan Petit

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

E-kerzh ar fin ar sizhun 'mañ 'oa dalc'het devezhioù ar glad en Europa a-bezh. E 1985 'oa kroet devezh european ar glad. Ar bloaz araok 'oa bet lañset 'ba Bro-C'hall. Disadorn ha disul eo 50 000 monumant 'oa digor d'an holl en Europa! En o zouez 'oa ekomirdi Milinoù Kerouat, 'ba Kommanna 'ba Menez Are. Er mirdi e c'haller mont da weladenniñ ur givijerezh, ti ur miliner, un ti-forn hag an tiez lec'h 'oa annezidi Kerouat o chom. Un degouezh a feson eo devezhioù ar glad evit Brendan Petit 'zo o labourat en ekomirdi 'vel animatour-hanterour. Se 'zo kaoz modoù ispisial da dizoloiñ ar vilajenn chomet 'vel e penn kentañ an 20vet kantved. Gant Erwan Blanchard.