Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Naoned 'meus - Pennad skignet d'ar 24.09.2020

5 munut

Buhez Bro-Naoned : An OSH (Office des Sports Herblinois)

Pennad-komz kaset da benn gant : Marianne Vaidie

An OSH (Office des Sports Herblinois) zo ur gevredigezh. Ober a ra war-dro kevreañ ha kenurzhiañ kluboù sport Sant-Ervlan asmbles gant an ti-kêr. Abaoe 13 vloaz e vez aozet un darvoud bras gant an OSH : ATLANTISPORT ENVIRONNEMENT ! Ur sulvezh gouestlet d'ar sport, d'ar redadegoù war droad, war varc'h-houarn, war botoù-ruilh... Digor eo d'an holl d'an dud yac'h koulz ha d'an dud nammet dre an obererezhioù handisport. Marianne he deus klasket gouzout un tamm hiroc'h diwar-benn ar gevredigezh gant he frezidant Etienne Pauvert.