Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Imramoù war son ha war gan - Pennad skignet d'ar 09.09.2011

64 munut

Imramoù war son ha war gan 08

Pennad-komz kaset da benn gant : Annaig Renoux

Un eostad pladennoù nevez embannet : Jig Away the Donkey, « Music and Songs from South Ulster », hag eil pladenn ar biniaouer-ilin Mick O'Brien asambles gant ar soner fiddle ha violoñs hardanger (eus Bro-Norvej) Caoimhín Ó Raghallaigh � eil pennoberenn an daou soner kizidik hag awenet dreist.
Digarez dimp da vont pelloc'h gant hon Imram hag ar varzhoniezh, ha dizoloiñ sonerezh ar yezh, galloud hud ar c'han hengounel a vez graet « sean-nós » anezhañ, o selaou mouezhioù kanerezed ha kanerien Conamara, na Rinne (e kontelezh Waterford) ha Dún na nGall / Donegal.