Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Imramoù war son ha war gan - Pennad skignet d'ar 07.10.2011

59 munut

Imramoù war son ha war gan 09

Pennad-komz kaset da benn gant : Annaig Renoux

E-kerzh an imram-mañ, ur veaj en amzer asambles gant an telennour Paul Dooley a ro buhez en-dro d' arz an delenn kozh ; selaouet e vo tonioù bet dastumet gant Edward Bunting e dibenn an 18vet kantved.
Gant an hengoun war gan e vimp kaset war roudoù Éamonn Ó Riain, « Éamonn an Chnoic », an Iwerzhonad kadarn eus ar 16-17vet kantved, bev- mat e vojenn c'hoazh � un arouez anezhañ eus tonkadur kriz Iwerzhoniz bet gwallgaset gant feulster an istor.
Tommy Peoples a glevimp ivez, gant e sonerezh fiddle boemus ; hag ur c'houblad sonerien yaouank eus Kontelezh Clare, Hugh Healy (koñsertina) ha Michael O'Donnell (uilleann-pipes).
Un imram plijus deoc'h !