Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret ew etre 11e ha kreistez, daet genom àr hentow er Mor-Bihan, pé pelloh a-wezhadow, d'en ém gawet ged tud er vro aveid ur pennad-kaos pé ur weladenn. Disoloet vez tud neusen: arzourian/-ezed, peisanted/-ezed, ha razh en dud 'deus traow dedennus da lâred... ba brezhoneg, ha disoloet vez lehiow éwez: mirdiow, kumuniow, hag en oll lehiow a faota da vrezhonegerian/-ezed 'zo hon lakaat da zisolo.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.

46 munut

Abadenn diwezhañ 02.11.2019

Claude NadeauClaude Nadeau

Claude Nadeau - Ograv Karnag !

With : Claude Nadeau

Ograv Karnag zo bet peursavet e 1775 get Florentin Grimont. Gwelet eo àr an touchennadeg toulloù groet dre-forzh bout sonet durant kantvedoù get muzisianed, en o zouez Claude Nadeau. He 'ya da gontañ deomp istoer an ograv, an iliz ha penaos he deus kroget sonein an ograv.

Kas ur gemennadenn