Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Liv an amzer

Un abadenn bemdeiziek, ag ar lun d'ar gwener, rubrikennoù a beb seurt enni, un daouzek bennak hag a vez enrollet get tud a youl vad.

D'al Lun :
- un dibab a rubrikennoù liesseurt.

D'ar Meurzh :
- "Istoer hor yezhoù" get Dominique Alain ;
- "War benn man glin e skrivan deoc'h", Daniel Carré ha Jo Morvan a-ziàr lizherioù Loeiz Herrieu kaset d'e vouez durant ar brezel-bras ;
- "Beaj, beaj" ;
- "Sonerezh".

D'ar Merc'her :
- "Etrezomp e brezhoneg" : kronnikennoù Job Jaffré er Liberté du Morbihan get Daniel an Doujet hag Annaik Lucas ;
- "Tro ar skolioù" : emgavioù get bugale ar skolioù diyezhek ha Diwan ;
- "Ar spered 'barzh an implij" : rubrikenn jardrinerezh get Monique ar Boulc'h ;
- "Beaj, beaj".

D'ar Yaou :
-"Brehoneg er Skorv" get Herri er Borgn: fessoniow da dreiñ geriow galleg ba bhg, get en troiow-lâret a ya da heul, serret getoñ hed-a-hed er skorv.
- "Lizheradur" : levrioù nevez ;
- "Keginerezh" : sekredoù get Thérèse Reunigoù, Marie-Cécile Belz....
-"Yehed", kronikennow medissinereh get Dr Alain Goulven.
- "Beaj, beaj".

D'ar Gwener :
- "E komz get Jo" : troioù-lared displeget get Jo Sergen ;
- "Kanit ar pezh a garit" : kanet ha displeget 'vez ur sonenn ;
- "Sinema" : presañtet vez ur film daet er-maez a-newez get Valérie Kervella.
"Ar Bed o Treiñ", kronikennow Laetitia Fitamant a Radio Kernew.
- "Beaj, beaj" ;

Musikoù liesseurt, embannoù festoù, atersadennoù a zo er roll-abadenn ivez, ouzhpenn keleier dait a beb korn ar vro.
Ha ma peus traow interessus da lâret, ket é dalempred genom, ni 'zo ni é klask àrlerh brehonegeresed -erian eit kontein dom ur veaj, bannein ur fest, ha rah en traow vehe mat da lâret ba 'n abadenn, enrollet én a-raok pé àr-éan mem!

48 munut

Abadenn diwezhañ 19.02.2018

Liv an Amzer

With : Yves Jardin

Olier Le Clainche a zo aet da anaon d'an 10 a viz c'hwevrer àr an talbenn.
Ar paotr ag Malastred a oe aet de stourm get ar gurded, lazhet eo bet get an arme turk en Afrin.
Anavezet eo Olier, anvet èl Kendal Breizh, evit bout bet intereset braz get ar pobloù, paotr ag soñjoù demokratel kreñv, prest de reiñ he vuhez evit difenn an dud gwasket. Yaelle Ar Mouel hi deus labouret geton a-hed an 3 blez lec'h ma oe eñ kazetenner e Radio Bro Gwened, distroet eo un tammig àr personelezh hep par Olier (40'30)

850 000 . ar sifr-sen a zo an niver a palestinian bet toull-bahed en 50 vlez.
Se 'ra 20% deus ar boblañs palestinian. Hiriv an deiz c'hoazh ez eus ouzhpenn 6000 anehe e prizonioù israelian hag en o zouez ohpenn 300 bugel ha krennarded.
Ahed Tamimi, 17 vlez 'nezhi, a zo palestinian, bet lakaet en toull-barh 2 viz zo. Roet hi defe ur flac'had d'ur soudard israelian àr lec'h e vehe bet torret klopenn he c'heniterv get arme Israel.
Yves Jardin deus an AFPS (France Palestine Solidarité) a zispleg penaos eo ar c'hondisionoù en toull bac'h get ar vugale-sen (De selaou adal 23')

Distroamp un tamm em amzer dremenet bremañ, evit n'em gavout e fin an impalaerieh roman, tro 2000 vlez 'zo. Desket hon oe ar suhun paseet get ar c'hozh Noe 'ba Relegoù an Istoer, e oe talvoudus a-wal ar vretoned e arme an impalaeriezh roman. Hag ar lu-roman a oe galloudus. (10')

Ar miz-mañ en doa asantet pobl bro Ekuador ur referedum. Kristof Guilloux en deus taolet ur sell doc'hton ha displeget en doe un tamm peseurt chenchamantoù a rahe àr o zemokrateleh (16')

Ur plantenn, pe ur frouezh zoken a zo anehon diboe gwerzh 'zo, ar figez, er gronikenn Plantenn ha Plantenn kinniget get patrig Drean (4'30)

Tonioù :
- Fairuz, Jerusalem flower among cities / Ya zahrat al madain
- Yaelle Naim, Coward

Kas ur gemennadenn