Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOŁ RADIO KREIZ BREIZH

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniań eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mań a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoł, beajoł ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

44 munut

Abadenn diwezhań 07.07.2020

Lańset eo staliań ar 5G dre ar vro

With : Marc Perrot

O tiorreiń emań ar stourm enep ar 5G e bro C'hall. Gant pempet rummad teknologiezhioł ar pellgomzerezh, ar 5G (fifth generation), e c'hello Bugel-den treuskas an titouroł kalz buanoc'h eget ma ra ar pellgomzerioł a hiriv. Prometet vez e c'hello ober a bep seurt traoł nevez : selvij a raio evit an otoioł emren, evit ar chiruji deus a-bell, da lakaat uzinoł da vont en dro dre o-unan, ha da genliammań an objedoł an eil re gant ar re all.

N'eo ket an deknologiezh nevez evit plijout d'an holl koulskoude. Aon ra kalzig da dud 'zo zoken. Preget vo deus ar 5G en abadenn an Divskouarn o Nijal-mań, deus sell unan hag a zo enep. Marc Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh "Robin an Toennoł", ur gevredigezh hag a labour war al live broadel da deurel evezh deus efedoł ar frekańsennoł uhel pe izel.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean