Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 27.04.2015

2 vunud

Kenwerzh war vor mod gwech all gant ar "Biche".

Gant : Daniel Jehanno

Pennad-komz kaset da benn gant : Yaëlle Le Mouël

Kas ha digas marc'hadourezh dre vagoù a-ouel. Setu ar pezh vez graet get an embregerezh TOWT savet 4 blez 'zo get Diana Mesa ha Guillaume Le Grand. C'hoant o deus diskweiñ e c'heller transportiñ traoù en ur amerzhiñ energiezh hag en ur zoujiñ doc'h an en-dro. kement-mañ dre nerzh an avel kentoc'h evit kani ar petrol. Ar sihun dremenet o doa fretet ar Biche, ur vag ton koad adksavet a-nevez meur a vlez 'zo. Bet eo é kas chalotez da Vourdel ha distroet get gwin da Vreizh. Etre dimerc'her ha disadorn e oa ar vag en Oriant. Bet eo Yaelle ar Mouel é c'houlenn hiroc'h get Daniel Jehanno, perzh er gevredigezh "Mignoned ar Biche".