E KEAV e animomp ur sizhunvezh staj radio. Mont war an dachenn, implij ar binvioù son, deskiñ frammañ, skrivañ kronikoù, komz ouzh ar mikro, sevel abadennoù, sed aze programm ur sizhun plijus ha karget mat war an dro! Sed aze disorc'h ar pennadoù kaset da benn gant ar stajiadezed hag ar stajidi.
Morgane Bramoullé Morgane emaoc'h o vont da welet war hentoù bro Gerne oc'h atersiñ ar re yaouank hag ar re gozh... Abadennoù An diskouarn o nijal a ginnigo deomp bep dibenn sizhun. Plac'h al lennegezh, e raio deomp dizoloiñ a bep seurt skrivagnerien ha skrivagnerezed eus ar bed a-bezh e barzh he c'hronikoù. Ken prim e labour ar plac'h vo chañsoù da glevet anezhi ivez e barzh an abadenn mintin Tarzh an Deiz gant Brieg hag asambles gant Lou evit Deomp dezhi abadenn ar vugale. Emañ o tont eus bro Leon, oc'h adstummañ anezhi mod Kerne emaomp met chut... arabat lâret dezhi!