ARVORIG FM Mouezh Bro-Leon

Staliet eo Arvorig FM e Park Ijinañ Maezkoad e Landerne.

Bez 'z eo Arvorig FM ur radio nann kenwerzhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok ar brezhoneg er mediaoù ; pal kentañ ar gevredigezh Ar Skinoù a voe sevel ur radio e brezhoneg penn da benn, ar pezh a voe graet d'an 18 a viz Mezheven 1998, pa voe kroget da skignañ war vro Landerne a drugarez d'ur frekañsenn FM, an 91.7, bet roet deomp gant ar CSA (Kuzul Uhelañ ar C'Hlevelet). Savet e voe ur studio e Kommanna e Menez Are, un 250 metr bennak a-us da live ar mor (tost an uhelañ e Breizh, neuze, nepell eus stign bras ar Roc'h Tredudon). O tastum nerzhioù omp bet abaoe penn kentañ ar radio ha bremañ ez eus tri den gopret da labourat ganeomp ; politikerezh ar radio a vez divizet gant kuzul-merañ ar gevredigezh Ar Skinoù.
Dont a ra an arc'hant eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed ha eus un aozadur stad (FSER : Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).
Abaoe ar penn kentañ e vez skignet abadennoù komzet e brezhoneg nemetken ha sonerezhioù mesket eus ar bed a-bezh.
En abadennoù komzet e kaver dreistholl keleier sevenadurel, reportajoù ha kronikoù. Muioc'h mui a abadennoù a vez, a drugarez d'ar skipailh a zo aet war gresk ha d'an dud a youl vat a zeu da ginnig deomp kas da benn abadennoù a bep seurt diwar-benn ar pezh a blij dezho, gant sikour implijidi ar radio.
Troet eo ar sonerezh war-zu Breizh hag ar broioù keltiek evel just, hogen e kaver traoù a bep seurt toud, eus ar rok betek sonerezhioù ar bed pe "world music". Kement-se a ya d'ober ur radio n'eus ket e bar e lec'h all hag unan a vez selaouet gant a bep seurt tud, memes lod n'int ket brezhonegerien.