Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Ar bed o treiñ

Les billets d'humeur de Laëtitia Fitamant sur l'actualité de la semaine.

5 minutes

Dernière émission 17.11.2020

ABT 2020 11 16 Le football gaëlique sport politique

E karteroù unanour Belfast ez eus bet krouet nevez zo ur c'hlub sport divoutin: gantañ 'vo kinniget ar sportoù a denn da sevenadur Iwerzhon. Lâret evel-se ne gomprener ket re vat penaos e reer ur c'heloù eus kement-mañ:
Ha sportoù an Iwerzhoned a vo pleustret e Belfast? Ha neuze? E-pelec'h emañ an dalc'h?
Un taol dispac'h, ur sapre chenchamant eo: ar sportoù iwerzhonat ne gavent mui o flas en ur gêr brizhilhonet etre he c'harteroù katolik ha protestant, unanour pe republikan. Ar football doare Iwerzhon, ar football 'gouezelek', ur meskaj etre ar rubgy c'hoariet a 15 hag ar football boutin, setu ur sport ha ne veze ket graet anv anezhan ken e karteroù reter Belfast abaoe pell zo.
Ne oa ket bet aozet ur c'hrogad pe ur c'hourdonadeg eus ar sport-mañ e Norzh Iwerzhon abaoe ouzhpenn 50 vloaz. Ar skipailh diwezhañ, hini Sant Colmcille 'oa bet divodet pa oa komañset prantad an Trubuilhoù e 1968
Pevar c'hant vloaz zo bremañ ma ne c'hoarier ket hurling eno kennebeut all.