Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Sinema

Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.

5 minutes

Dernière émission 23.06.2017

Pouvu qu'on m'iame

SIN-170623-POURVU QU'ON M'AIME.docx

POURVU QU'ON M'AIME
Ur film sevenet gant : Carlo Zoratti (2013).
Gant : Carlo Zoratti, Enea Gabino, Alex Nazzi (1e24).

A-c'houde un nebeud degadoù e vez dalc'het kont muioc'h ag an dud handikapet (pe ampechet). Bremañ e vez gwelet filmoù war o divoud ha zokén filmoù arall lec'h m'emaint aktored o-hunan. Mez moned a ra kentañ film hir Carlo Zoratti pelloc'h c'hoazh, rag anw zo amañ a sekselezh an dud-se, just a-walc'h.
Ema Enea Gabino un Italian 29 vloaz, simpl a-walc'h eo an traoù en e benn, evid ober berr. Douget eo da farsal gant e vignoned ha da c'hoari troioù dezhe. Ur vicher en deus nawazh : teknikour en ur wiaderezh vraz, ha douzh a seblant e vez koutant an dud ag e labour. Mez a-zivoud ar merc'hed ne oui ket kalz a dra.
Carlo hag Alex, daou vignon dezhañ, é weled e strivoù mastorneg ha diefed evid moned e darempred gant ar merc'hed, a glask remediñ d'an afer. Goude boud aterset Enea evid gouied hirroc'h, e klaskont kavoud un diskloum bennag. Setu ma kennigont dezhañ moned da redeg bro evid ober anaoudegezh gant plac'hed ha roiñ dezhañ da anavoud plijadurioù ar c'horfoù. Ar pezh a zo, pa vez kenniget un dra bennag da Enea e respont ya dalbezh. Mez ne ya ket beteg penn. Abegoù a gav ataw, pa ne vez ket digarezioù.
Kentañ beaj : moned da weled gasted. Esplegañ a ra an daou vignon ar pezh a c'hortaont anezhe evid o c'hamarad. Mez daoust d'ar merc'hed-se boud dijabl a-walc'h evid meur a dra, ne blij ket kalz dezhe ober war-dro un den nad eo ket hañval douzh an dud ordinel. Pa vehe ur si a-gorf c'hoazh, mez gant un den gwan a spered, arabad kontiñ : aon a ra an dra-se dezhe.
En Aostria, war a lârer, e vez kavet tier lec'h ma vez resevet tud evel Enea da zeskiñ un tamm buhez dezhe. Ha roul beteg kêr Linz enta. Mez du-hont ive e afoch an traoù, ar pezh na drubuilh ket imor Enea, a chom stabil a-walc'h ataw. Kavoud a ra diskloumoù arall, dic'hortoz. E gwirionez e chañch penn d'e soñjoù da beb termen gant un inosanted a laosk an dud simudet-net.
A-benn ar fin e kavont un ti en Alamagn, un ti a-ratozh evitañ ha tud eveltañ. Desket e vez eno touchañ ar c'horfoù benel hag asantiñ boud touchet gant daouarn plac'hed ive. Peb unan a choaz ur vonitorez ha ganti e klasko moned beteg penn e c'hoantoù. N'eus limit ebed : prest e vez peb "kelennerez" da voned beteg c'hoari koukou, mar faot d'an den lakaad e labousig er gawidell. Mez n'eo ket sur e ray ! Netra da weled gant hudurniezh amañ : doujañs vraz zo en ti evid an dud-se hag un harp glan a vez roet dezhe, diouzh ma faot dezhe.
Tud zo neuze hiziw, prest da harpañ o nesañ war un dachenn hag a oa tabou n'eus ket pell zo c'hoazh. Gant respet ha tenerded e kennigont dezhe krediñ difraostiñ un dachenn dianav dezhe, mez un dachenn spurmantet nawazh, un dachenn divinet, empennet. Sikour a raont gante tremen ag ar "merc'hed paper" (da lâred eo fotoioù tennet a gelaouennoù-mod), d'ar merc'hed gwirion, dous ha tomm a groc'henn. Enea amañ ne oa ket bet beteg lakaad e ibil-kamm e neizh koukoug e vonitorez, rag komprenet en doa ne vehe ket posubl da honnañ boud e zousig evid ar vuhez a-bezh. Ar pezh a ziskouez pegen uhel a laka lod traoù ar garantez, a zo un dra sakr evite.
Ober an amour pe kariñ ha boud karet, setu ar choaz. Lod, furroc'h eged lod arall, a glask ar pezh a bad. Rag evel ma lâr ar sonenn, "plaisir d'amour ne dure qu'un moment", mez poan-karantez a bad beteg fin ar vuhez.
Jean-Claude Le Ruyet.20170623b.217F.