Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr

Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr.
Un abadenn àr-eeun ag Emvod ar Gelted.
Get Yaelle ar Mouel, Erik Menneteau, Enora Molac, Serj Bozeg, Paskal Tabuteau hag Alan Hervé.
Bevit ar FIL genomp a-hed ar sihuniad !

61 minutes

Dernière émission 10.08.2018

Keit d'ar FIL, FIL d'ar gêr 2018 - 5/5

Un abadenn kensavet get Yaelle ar Mouel ha Kristof Bernard, get sekour tri c'hronikour : Paskal Tabuteau, Serj Bozeg ha Roderic Halleguen, ha Meriadeg Valy doc'h an teknik.

Tud pedet :

Serj Bozeg ha Paskal Tabuteau a gomz deomp ag an arvestoù.

Alan Stivell da gomz ag an arvest hag ar bladenn nevez-flamm « Human ~ Kelt » hag a zay er-maez e fin miz Gouel-Mikel.

Maelig Mollo, sonour e bagad Roñsed Mor a Vendon da gomz deomp ag ar grouidigezh « Asturianaes ».

Deskamp kembraeg! get Alan Hervé.

Florian Lannuzel da gomz ag Ai'ta ha stad ar stourm evit ar brezhoneg.

Lena an Touz a gomz deomp a vell-droad gouezeleg dre ma vo savet ar c'hampionnad europa a-hed an dibenn-sizhun en Oriant.

Sterenn Le Guillou, Enora Jegou ha Marine Lavigne, perzh er strollad « An teir », da gomz ag ar grouidigezh #New Leurenn, anvet « Eben » hag a vo àr leurenn Kae Breizh.

Sonerezh

- Alan Stivell - « Son ar chistr ».

- Gnoss - «The silver fox ».

- Oriaz - « Laridé de la Turballe ».

- An Teir - « Ton doubl gavotenn», àr-eeun.