Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Ar brezhoneg zo 'tont war e giz

C'hoari biz-meud entre Gwengamp ha Karaez, sammet e-barzh oto ur plac'h kozh deus Mêl-Karaez. Hag ar gaoz en-dro. Ha da vont 'trezek ar skolioù brezhonek, an dud yaouank pe gozh a zo o teskiñ ar yezh : "ar brezhoneg zo 'tont war e giz, eme an hani gozh a-greiz-tout, se zo un dra vat !"
Petra kronikenn eo homañ ? Sell un den pe meur a hani war un tamm deus istor ar stourm(où) evit ar brezhoneg adlañset goude ar brezel diwezhañ, un digarez d'ar vrezhonegerien ha d'ar brezhonegerezed da adperc'hennañ un tammig deus istor sokial o yezh, kement ha kaout ur sell sklaer ha kritik war an amzer-vremañ hag an amzer da zont...

10 minutes

Dernière émission 26.06.2018

Levr gwenn ha du ar brezhoneg (1969)

Avec : Fañch Broudig, Yann-Pêr Piriou, Erwan Evenou

E-barzh ar gronikenn-mañ e vo kaoz deus "Levr gwenn ha du ar brezhoneg", ul levrig embannet e 1969 gant ar strollad GALV.