vous propose l'émission
Histoires contées par Stéphanie Guillaume à Port-Louis dans les années 1910, collectées par Yves Le Diberder, et lues par Mazhev Coviaux, Benoit Allaire, Enora Molac, Brewal Runigo, Ninnog Louis, Jeanne Chevrel...
La jeune fille et les deux korrigans
Narrateur : Mazhev Coviaux
La jeune fille : Enora Molac
1er korrigan : Benoit Allaire
2ème korrigan : Brewal Runigo
L'homme : Maoris Jouano
Les 4 korrigans : Gregory Evenas
.
Musique :
Timber timbre : trouble comes knocking
Cosmo Sheldrake : Wriggle
Herbie Hancock : Watermelon Man
Chapelier Fou : La vie de Cocagne
Feiz Noz Moc'h : Triptik
Josephine Foster : All glow now
.
Ar verc'h hag an daou ozegan (peurunvan)
Ur wezh ' oa ur verc'h yaouank ' devoa ket na tad na mamm. S'tu un deiz hi aet er maez doc'h he zi d'an eur a greisteiz. P' he deus lakaet he zreid er maez, ne wele ket mui ur greun. Bout ' zo arru daou geti, unan en deus bandet he daoulagad get ur mouched, hag an 'all en deus hi kemeret a-zre an dorn hag o deus hi kaset d' ur c'harr goloet. Hi ' gomañsas ouelet gete.
Hi a lâras dezhe :
- Petra ' faot deoc'h gober doc'hin ?
- Netra, plac'h yaouank, ne raehemp ket droug ebet deoc'h, a lâras an daou ozegan.
- Ne oaran ket penaos tud e oc'h. Kar ' welan ket, hoc'h eus bandet man daoulagad ha n'hellan ket ho kwelet. Hoc'h eus ma c'hemeret dre dreis.
- Ne ouelit ket. E-lec'h ho kasamp e vec'h mat.
Ha unan doc'h an ozeganed a lâras dezhi :
- Eh an d'ho kas da ma zi. Me 'beus un tiad bugale ha 'd eus ket matezh ebet.
Int ' deus he c'haset dizan ur c'hoad sapin, hag aze o deus lammet ur maen plat da zistank un toull evit monet diskenn d'ar ias. 'D eus ket lammet ar mouched a-ziàr he daoulagad, kent eo arru en ti. Pand eo lammet ar mouched, hi a zo chomet spontet. James en he buhez ' en devoa ket gwelet anezhi un ti ken brav èl an ti-se. Bout ' oa c'hwec'h a vugale, bihanig-tra. Hi a lâras dezhe :
- Ho pugale 'd int ket ['d eus ket] bras, daou ozegan. Bremañ me ' wel nend oc'h ket gwall-vras ha-tout. Doc'h ho pugale m' am bo soagn, àr-lerc'h ' rehec'h ket mizer din, s'tu tout ar pezh a faot din...
- Ne garehen ket lâriñ deoc'h e vez du ho taoulagad en ho penn. C'hwi a vo eürus geneomp ha mard oc'h koutant dimeziñ din...
- Ne zimezin ket james d'un ozegan, a reskondas ar verc'h yaouank. 'm eus klevet komz dre ma zud-kozh penaos e oa un ozegan ur wezh hag a oa mechant. Eñv a bigne àr an daol da foetal e vaouez.
Hag un deiz drest an deizioù arall, e oa paset ur gwaz 'tal o zi, hag ar gwaz-se a antreas en ti. Eñv a lâras dezhoñ :
- Ho maouez a zo brasoc'h evidoc'h ha me en he lerc'h, me ' rahe un taol dorn deoc'h.
- Kerzhit er maez doc'h ma zi, a lâras an ozegan. Kar 'm eus ket afer doc'h tud efrontet 'eldoc'h da zonet da selaouet 'tal man dor.
Ar verc'h yaouank a c'hoarzhe hag an ozegan a ouele. Eñv a lâras dezhi :
- Ni a zo kenklouz tud èldoc'h kar ni ' zo c'hoazh sorserion.
- Na bout e rahec'h ar bed a-bezh din, 'm eus ket afer doc'h un ozegan. Me ' chomay en ho ti da soagniñ ho pugale ha me ' vo doc'hte èl ur vamm.
- Àrc'hoazh, ' lâras an ozegan dezhi, c'hwi ' yay d'ar c'hoad sapin ; ' gavec'h ket mui hent ebet da zonet da ma zi. Ha c'hwi a ray atañsion deoc'h (ha c'hwi ' daolay meiz deoc'h?). Er c'hoad sapin, c'hwi a basay ho teiz a-dro an deiz. Ha mar sav ur wezenn drest ho penn, unan lore ha ' vo tri fousin a-barzh, 'n heni a ganay ar gwellañ, hennezh a ray ho poneur.
S'tu ma-hi bet un deiz er c'hoad. S'tu arru an noz, ha n'helle ket anezhi kerzhet. E-menn monet ac'hann-amañ, a lâras er verc'h yaouank. Ne oaran ket d' e-menn monet, kar n' c'hellan ket kerzhet.
Hi a welas é tonet pevar a-ziabell.
- Man Doue, a lâras-hi dre he c'halon, s'tu pevar ozegan é tonet, ar re-mañ a ray marse ma maleur (malur).
Hag int a lâras dezhi :
- Boñser (bousér), plac'h yaouank.
- Boñser (bousér), ma zud vat.
- ' vehec'h ket koutant donet geneomp d'ober un dro-bale d'ar pardon ?
- 'D on ket bet james e pardon ebet, kar get an ozeganed eh on re spontet. C'hwi ma c'hasay piv oar d' e-menn ? Me ' ya àr un hent-bras hag aze me ' gavay lec'h da vout matezh en un ti ne vo ket pell ac'hann-amañ. Ha keneve-se, un ozegan èldoc'h ' vehen ket e troiñ dizan d'ur c'hoad sapin.
- Pandeogwir eh oc'h ur verc'h a-feson, a lâras ar pevar ozegan dezhi, c'hwi a gavay ho hent da vonet d'ho ti.
- Pas da ma zi, kar bout ' zo c'hwec'h vlez eh on lammet doc'h ma zi.
Ha unan doc'h ar pevar ozegan a lâras dezhi :
- Dre ho hent c'hwi ' po chañs ha boneur. Pa arruay geneoc'h un den yaouank hag a blijay bras deoc'h, ha c'hwi ' blijay dezhoñ. Hag aze, c'hwi a zimezay ho taou. C'hwi a vevay kozh. Ne ' vec'h ket gwall-binvizig. C'hwi ' po trawalc'h evit beviñ. Ha pand ay ar mor e tay ar pesked.