Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Jabadao

JABADAO ! Mouli a ginnig deoc'h beajiñ gantañ war hentoù don ar muzik, muzik a-bep-seurt en un eurvezh abadenn.

58 minutes

Dernière émission 06.10.2020

Jabadao #1 : Gant an holl draoù-mañ e vez graet va gwin-hañv

Setu abadenn kentañ JABADAO ! En abadenn-radio nevez gouestlet d'ar muzik, Mouli a ginnig deoc'h beajiñ gantañ a-hed hentoù don ar muzik, muzik a-bep seurt a blij dezhañ. En abadenn gentañ-mañ e vo selaouet tonioù leun a heol ha karantez evit lidañ an hañv ! Klevet 'vo muzik ar Stadoù-Unanet eus ar bloavezhioù 50 (Professor Longhair, Wanda Jackson, The Coasters), ar bloavezhioù 60 (Nancy Sinatra & Lee Hazlewood), deus ar bloavezhioù 70 (Allman Brothers Band), un tub ska mil-vrudet (Millie Small), un ton dibosupl da glasañ gant ur paotr eus an enezeien Bahamas (Exuma), ur c'haneur eus an Indez (Mohamed Rafi), Calypso (Harry Belafonte, Lionel Belasco), Surf music (The Chantays), Rock psyché (Choc, The Psychotics) ha Rock a Vro-Iwerzhon (Van Morrison) evit echuiñ.
Da glevet en abadenn :
PROFESSOR LONGHAIR - Going to the Mardi Gras
WANDA JACKSON - Let's have a party
MILLIE SMALL - My Bop Lollipop
HARRY BELAFONTE - Jump in the line
LIONEL BELASCO - Miranda
EXUMA - Dambala
MOHAMED RAFI - Jaan pehechan ho
ALLMAN BROTHERS BAND - One way out
NANCY SINATRA & LEE HAZLEWOOD - Summer wine
THE COASTERS - Down in Mexico
THE CHANTAYS - Pipeline
CHOC - I want you to be my girl
THE PSYCHOTICS - If you believe me, don't
VAN MORRISON - The way young lovers do