Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 16.06.2017

2 minutes

Bac Filo 2017: un tamm dielfennañ gant ur c'helenner lise

Avec : Yves-Marie Moal

Episode animé par : Tunvezh Gloaguen

Dec'h o doa holl liseidi ar c'hlasoù termen tremenet er memes koulz o amprouenn filozofiezh evit ar vachelouriezh. An dud yaouank 'zo e rummad lennegel o deus bet da respont da skouer d'ar sujed : « daoust hag eñ eo a-walc'h arsellet evit anavezout ? ». Yves-Marie Moal a zo kelenner filozofiezh e bro Euskadi, evit ar rummadoù lennegel, ekomikel ha sokial, ha skiantel. Dec'h e oa eñ oc'h evezhiañ ur c'hlasad skiantourien. Amzer 'n eus bet da brederiañ eñ e-unan war ar sujedoù bet kinniget dezho. Dielfenniñ a ra ar sujedoù buhan ha buhan da dTunvezh Wloagen.
Kendec'hel a raio ar amprouennoù dre skrid evit ar vachelouriezh betek ar yaou kentañ, an 22/06.