Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 19.06.2017

2 minutes

Dilennadegoù: sell Andre Gall 'ba Morbihan

Avec : Andre Gall

Episode animé par : Enora Molac

Melen eo deuet da vezañ ar Mor Bihan, estreget en eil pastell-vro 'kostez An Alre.
Jimmy Pahun n'oe gounezet a-enep d'an ez-kannad Philippe Le Ray, get tro-dro 1 poent hag hanter-kant. Met Jimmy Pahun 'zo tost deus ar strollad Republik War-Raok get e vennozhioù.
Hend-all, an holl danvez Republik War-Raok o deus gounezet o tiked de vont er breujoù e anv tud o pastell-vro.
Hag an daou danvez kannad Frans Disuj a zo bet trec'het da vat En Oriant hag e pastell-vro Pondi - An Elven. Koulskoude, ouzhpenn 54 % deus an dud n'int ket deuet de votiñ er Mor Bihan.
Hervé Pellois n'eus kemeret plas François Goulard e 2012 ha kaset ar pastell-vro gentañ a-gleiz, pemp bloaz war lec'h eo aet ar maout gantañ ur wech c'hoazh a-enep de Nicole Le Peilh, danvez ar Republikaned (LR).
André Gall 'zo bet maer Arradon ha kuzulier departamant, labouret en deus gant Hervé Pellois e-pad 30 vlez. Larêt en deus e sonj diwar an dilennadegoù-se e Sant Teve dec'h de noz doc'h mikro Enora Molac.