Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 30.06.2017

2 minutes

An LGV 'ba Breizh !

Avec : Gerard Laheleg

Episode animé par : Erwan Blanchard

'Benn arc'hoazh 'vo igoret al linenn LGV etre Breizh ha Pariz hag a-benn disul 'yaio ha daio an trenioù TGV gant al linenn nevez. Abaoe ugent vloaz 'oa gortozet tostaat Breizh eus Pariz a-drugarez d'an tren. 3,4 milliard a euroioù 'zo bet postet gant Stad Vro-C'hall gant skoazell Rannvro Breizh 'vit gellout kempenn an hent-houarn ha sevel pontoù da skouer. Buanoc'h yaio ar Vretoned da Bariz. Un tamm keroc'h 'vo ret paeañ ar bilhedi d'an SNCF: etre 4 ha 6 euro 'vit ur monedone. Met muioc'h a drenioù 'vo 'vel 'pezh 'neus displeget Gerard Laheleg, bez-prezidant rannvro Breizh e-karg eus an transportoù, da Erwan Blanchard.