Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.09.2017

2 minutes

Stourmet 'zo a-enep kod al labour nevez 'ba Lannuon

Avec : manifestourien

Episode animé par : Tugdual Carluer

Dec'h 'oa bet manifestet a bep tu en Frañs 'enep na vo torret gwirioù al labourerien. Muioc'h 'vit daou vil warn-ugent manifestour 'oa war ar straedoù amañ 'ba Breizh 'vit manifestiñ a-enep ar cheñchamantoù 'vo graet dre ordonañsoù 'ba kod al labour, 400 000 'ba Bro-C'hall a-bezh hervez ar CGT. C'hwezek manifestadeg 'zo bet dalc'het: 6000 den 'ba roazhon; 4000 'ba Brest; 2500 'ba Kemper; 2000 'ba Sant-Brieg pe c'hoazh 1000 'ba Lannuon. N'eo ket an holl sindikadoù a oa o c'hervel da vanifestiñ, met al lodenn vras anê memes tra, ha strolloù politikel ivez. Ar Cfdt hag FO a o a chomet hep gervel, CGT, Sud solidaires, ar CNT, france insoumise, zo bet war ar straedoù 'vat. E Lannuon 'oa en em vodet tost da vil a dud d'en em reiñ da glevet, selaouomp digant manifesterien zo abalamour da betra 'oant aze. Gant Tudual Karluer.
Gervel 'ra ar CGT da vanifestiñ, adarre, d'an 21 a viz Gwengolo, an devezh war lerc'h 'vo kinniget ar raktres 'kerzh emvod ar vinistred.