Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.10.2017

2 minutes

kevredigezhioù a-unvan da zerc'hel ar c'hontadoù skoazellet

Episode animé par : Erwan Blanchard

Ur strollad kevredigezhioù 'zo o stourm 'ba Brest a-enep diviz gouarnamant Bro-C'hall da skornañ ar implijoù skoazellet. 'Fin an abardaez, hudu, 'zo izili eus ar stroll 'mañ 'zo bet o kemer ar gaoz 'kerzh an emvod kuzul kêr 'vit embann pegen diaes eo derc'hel ur gevredigezh hep den implijet ebet ken: kevredigezhioù sevenadurel, sport pe c'hoazh d'ober war dro ar re gozh. Bet int o welet servijoù an isprefeti, Pol Implij 'vit kaout respontoù d'o diaesterioù: respont 'bet. E-touez ar c'hevredigezhioù e kaver "Le maquis" 'zo staliet 'ba Kerbêr: 'ba "Le maquis" 'zo strollet kevredigezhioù arzel. Armelle Gueguen 'zo plac'h a youl vat 'ba "Le Maquis" ha "Le théâtre du grain". Displeget 'neus da Erwan Blanchard c'hallfe, perak ket mont diwar diwar wel ar c'hevredigezhioù 'mañ 'blam ma 'ne 'vo ket tud awalc'h 'vit kas al labour da benn.

Da 6e30 bremaik 'vo dalc'het ur vanifestadeg war blasenn ar Frankiz 'ba Brest. Un emvod all 'vo da 7e30 'vit en em sonjal war ar mod da stourm en amzer da zont. D'an 18 a viz Here 'vo aozet ur vodadeg meur 'ba Pariz 'vit goulenn gellout implijout tud gant kevradoù skoazellet en-dro.