Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 13.11.2017

2 minutes

"Eostad", un dastumadenn get Gireg Konan.

Episode animé par : Tugdual Carluer

'Pad ar sizhunvezh tremenet 'oa gouel bro Plistin, e bro Dreger. Dec'h 'oa gouestlet an devezh da saloñs al levrioù, evel bep bloaz. Digarez 'oa d'ober anaoudegezh gant ur c'hant bennaket a embannerien, skrivagnerien, tresourien, pe kevredigezhioù. War blas 'oa Gireg Konan o kinnig e levr diwezhañ: Eostad, un dastumadenn gerioù ha troioù-lavar tro-dro da Berroz. Bommoù dastumet gantañ e-unan pe gant e dad Jakez Konan. E ti An Alarc'h Embannadurioù eo deut 'maez. Un tamm sell war al labour 'neus kaset d'al levr, asambles gant Gireg Konan, deus mikro YB Gwiader en RKB.