Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 06.12.2017

2 minutes

Forom Bedel ar Minorelezhioù

Avec : Enora Molag

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

10vet Forom ar minorelezhioù a oa e Geneve ar sihun-baset.
Savet e oa an darvoud get rann ar gwirioù mab-den en ONU, aozadur ar broadoù unaned. An digarez da lakaat ar gaoz àr an emzalc'h e pep bro pe e pep stad fed ag ar minorelezhioù. Hag ar blez-mañ e oa preget a-ziàr ar yaouankiz iwez. Setu dek breton yaouank perzh e meur a gevredigezh o doa en em vodet neuze da reiñ mouezh Breizh da vout klevet eno ha da reiñ o alioù evit an amzer da zonet doc'h ma sell an darempredoù get ar stad c'hall. E o zouezh e oa Enora Molac, reiñ a ra deomp he sell àr an daou zevezh pinvidik-se.