Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 18.01.2018

2 minutes

Krouidigezh nevez Pevarlamm

Avec : Elsa C'horr Konogan an Habask

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

Ur grouidigezh nevez a zo get ar strollad PevarLamm.
Evit ar raktres-mañ en deus Konogan an Habask pedet en-dro ar sonourion en doa kenlabouret gete èl Elsa Corre doc'h ar c'han, Tibo Niobé doc'h ar gitar, Jérome Kerihuel doc'h an taboulinoù, Gabriel Faure doc'h ar violon hag Erwan Volant doc'h ar gitar bout. Anvet eo ar raktres-mañ « Entan ». Hag a-hed ar sihun-mañ int degemeret er greizenn Amzer Nevez e Planwour. 'Benn digwener e vo kinniget o sonadeg nevez evit ar wezh ketañ, da 8e30 noz àr leurenn kreizenn amzer nevez e planwour. Pelloc'h get Konogan an Habask hag Elsa Corre, o-daou doc'h mikro Yaelle ar Mouel.