Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.02.2018

2 minutes

Labourat a ra bagad Sonerien an Oriant start er mare-mañ.

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

'benn pemzek deiz e vo lodenn getañ ar c'honkour bagadoù ketañ rummad e Brest. E 2016 e oa bet graet un taol-kaer get ar sonerion ker e oant krapet er c'hetañ rummad, ha dalc'het o deus o lec'h ennoñ àrlané ha p'o doa achuet ar c'honkour en unnekvet lec'h àr pemzek strollad. a-c'houde penn ketañ miz geñver e vez pleustret ingal get an daou sonour ha daou-ugent, adal ar gwener noz betag ar sul. Disadorn ha dec'h e oant é pleustriñ er sal Artimon e Lok-Mikaelig, an digarez evit da ginnig an heuliadenn a vro Loudieg dirak an dud evit ar wezh-ketañ. Gouiamp pelloc'h get Elouan ar Sauce, talabarder e bagad an Oriant, aterset get Yaelle ar Mouel.