Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.02.2018

2 minutes

Zef et Mer a lak krouidigezhoù sevenadurel Breizh àr-wel.

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

ar festival Zef et Mer a vez dalc'het bep blez a-c'houde 4 blez 'zo bremañ. Pedet eo an arzourion da ginnig o arvestoù nevez e-korv un abadenn 20 minutenn. Kement-se a vez graet dirak tud a-vicher e bed ar sonerezh èl renerion salioù arvestoù pe festivalioù, kazetennerion hag ar publik dre vraz. Ar blez-mañ eh eus bet aozet 6 devezh arvest : e Plerin, Pledran, Roazhon pe Guer. Hag a-benn disul e vo an hani dewezhañ e Pariz er sal Pan Piper. Àr ar leurenn e vo ar strolladoù Dour Le Pottier Quartet, Noon, Trio Buhé Ebrel Vassallo, Barba Loutig dre skwer pe arvestoù evit ar re vihan get « hip hip hip pirates » pe « loened fur ha foll ». Gouiamp pelloc'h get Mael Lhopiteau en deus kinniget ur lodenn ag un arvest savet àr un dro get Anthony Sérazin a-ziàr klichedoù Breizh. Eman doc'h mikro Enora Molac e RBG.