Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.05.2018

2 minutes

Digouezh ar Redadeg e Plougerne

Avec : Yannig Robin Lena Louarn

Episode animé par : Erwan Blanchard

A-drugarez d'ar Redadeg 'vo skoazellet meur a raktres dougenet gant kevredigezhioù ha strolladoù 'zo o labourat evit kas yezh hor bro da vont war raok. Kement mañ a-drugarez d'al labour 'zo graet gant aozerien ar Redadeg met ivez a-drugarez d'an holl dud 'neunt kemeret perzh 'bar c'hours. Selaouomp, da gentañ, Lena Louarn, bez-prezidantez Rannvro Breizh, e-karg eus ar brezhoneg. Enrollet eo bet da boent an erru disadorn d'abardaez 'ba Plougerne.