Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 08.06.2018

2 minutes

Ur brezegenn e brezhoneg 'vit kas mat an oto goude 60 vloaz

Avec : Solena Raynaudon

Episode animé par : Erwan Blanchard

'Benn an 20 a viz Even 'vo kinniget gant Ildys, ur gengevredigezh a labour 'bar bed sokial, un endervezh 'vit reiñ kuzulioù d'an dud 'zo koshoc'h 'vit 60 vloaz 'vit chom barrek da gas o oto ha diskouezh peseurt efedoù 'zo war ar c'horf gant ar gozhni. Un ergoterapeut hag ur c'helenner oto-skol 'vo 'ba Landivizio 'ba "Maison de l'aidant" 'vit reiñ kuzulioù e galleg met e brezhoneg ivez! Perak kuzulioù d'an dud 'zo koshoc'h 'vit 60 vloaz. War ar seblant 'vefent dañjerusoc'h 'vit ar re yaounk war an hent. Ur pennad-kaoz gant Solena Raynaudon, ergoterapeutez 'ba Ildys.