Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 11.06.2018

2 minutes

Devezh ar Gampionidi evit ar vugale ampechet

Avec : Melen Fañch Broudig

Episode animé par : Erwan Blanchard

C'hoarioù bras 'vit bugale ampechet setu ar pezh 'vo prenet gant Ti Yann, ur gevredigezh 'ba Brest. Skoazellet eo ar gevredigezh mañ gant "Tachenn an 3 ferson" 'ba Milizag evit gellout reiñ d'ar vugale namet peadra da gaout plijadur 'ba Ti Yann. Disadorn 'oa aozet 'ba tachenn c'hoarioù brudet un devezh 'vit dastum arc'hant. Devezh gouel e oa! Pedet 'oa bugale eus skolioù ar vro da gemer perzh 'ba ur genstrivadeg: sachañ war ar gordenn, c'hoari baby foot bras mat ha kement 'zo. Lakaet eo, ar bloaz mañ, Fañch Broudig da baeron an devezh anvet "La Récré des Champions" asambles gant ur plac'hig anvet Kiara. Selaouomp Fañch Broudig. Kontet 'neus da Erwan Blanchard peseurt c'hoarioù 'vo prenet ha staliet 'ba Ti Yann, en o zouez ur pezh mell hini.