Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Liv an amzer - Episode diffusé le 13.06.2018

49 minutes

Liv an Amzer

Avec : Youenn Roue, Riwal Kermarrec

Episode animé par : Tomaz Laquaine, Enora Molac

40 vlez Diwan 'vez lidet un tamm e pep korn bro, hag e Plumergat e vo ur sapre fest benn disadorn. Eñvorennoù Riwal Kermarrec a vo klevet. Hirroc'h da glevout get Yaelle Ar mouel ha Reun Treger e fin an abadenn tro 38'

Bochad tud o deus aon rak kleñved Lyme. Tapet 'vez en ur vezañ taget get teureug (tiques). Petra ober ? Ar reskont get Gael pedron, da 3' àr lec'h penn kentañ an abadenn.

Un noziad a-zoare a vo benn disadorn e Sarhaw, aozet de lidañ 15 vlez ar strollad Plantec. Tizhet en doe Tomaz Laken Youn Roue, talabarder ar strollad Startijenn, an anav mat paotred Plantec, hag a vo aze benn disadorn ivez. An eskemm a zo de glevout tro 9'

Penaos gouzout mard eo efedus ur sistem labour-douar ? En un geñverian an output get an input. Ur sell spisoc'h àr an traoù get Loeiz Belleg Ar Hentoù an Antroposenn ? Selaouit da 23'

Kinnig a ran deoc'h selaouerion klevout ur gronikenn bet prientet get Tomaz, ar brezhoneg 'zo o tont war e giz. Istoer ar brezhoneg er c'hantved paset, selaouit da 28'

Un dro-lavar a-zoare de grogiñ get an abadenn, a zo kinniget get Radio Kreiz Breizh.

Tonioù :
- Denez Prigent, Va Hent
- El maout, Serrés comme des sardines

Ajouter un commentaire