Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 29.06.2018

2 minutes

'Ba Konk-Kerne: abadennoù sonerezh ha boued aozet gant Breizh Berry Bunch

Avec : Kristen Gourves

Episode animé par : Laëtitia Fitamant

Echu eo ar bloavezh skol hiriv evit ar vugale ! Kregiñ a ra ar vakañsoù 'benn 'n abardaez, ha cheñch a ra al lusk. A bep seurt ensavadurioù a ginnig ur programm traoù d'ober e pad an hañv. E Konk Kerne he deus ur gevredigezh vihan bet ur menoz divoutin. Kinnig abadennoù etre boued ha sonerezh. Kristen Gourves a zo un ezel deus ar Breizh Berry Bunch. Lâret a ra perag zo bet ijinet un anv divyezhek evit ar gevredigezh, deus mikro Laetitia Fitamant en Radio Kerne.
Diskinnig : Ar Breizh Berry Bunch a zo prest d'en em ziblasiñ en a bep seurt gouelioù prevez, da zegas o aergelc'h divoutin etre funk ha krampouezh !