Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.09.2018

2 minutes

Proses muntrerien Meric: etre 4 ha 12 vloaz 'vit ar vuntrerien

Avec : Annna Madeg

Episode animé par : Erwan Blanchard

War an echu 'mañ proses muntrerien Clement Meric. O c'hortoz diviz ar jury, fin an devezh, emeur 'vit goût peseurt kastiz 'vo roet da dud 'vel Esteban Morillo 'ni 'neus skoet gant ar breton yaouank e 2013 ha lazhet 'nañ goude un abadenn gann 'zo padet un nebeut segondennoù. Daou den all 'zo barnet hudu ivez. Dec'h 'oa goulennet gant ar prokulor 'vefe kaset seurt se, neo nazi anezho, d'an toull-bac'h: etre 4 ha 12 vloaz hervez live kirrigiezh pep hini. Un tamm sell, pemp bloaz warlerc'h, war ar gwalldarvoud 'mañ gant Anna Madeg 'anavez mat Clement Meric d'ar poent se. 'Ba Pariz 'oa, ivez, 'pa 'oa bet lazhet ar studier 'oa 'ba Sciences Po d'ar poent se. Gant Erwan Blanchard.