Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.09.2018

2 minutes

Pezh-c'hoari "Ar bonedoù ruz" da geñver devezhioù ar glad 'ba Karaez

Avec : Goulc'han Kervella

Episode animé par : Tugdual Carluer

Devezhioù ar glad 'vo e fin ar sizhun. War digarez se 'vo digoret ur bern plasoù en ur mod dreist-ordinal, lec'hioù na vez ket 'voaien da vont enne 'hed ar bloaz 'wezhioù. Met en tu-hont da se 'vo kinniget abadennoù ivez. Evel en Karaez ma vo Teatr, un abadenn tan ha kurun en-resis, kinniget gant ar stroll Ar Vro Bagan. Petra liamm gant ar glad, emit-hu? A feiz, deus ar bonedoù ruz 'vo kistion war al leurenn, bonedoù ruz er seitekvet kantved, chomet kreñv an eñvor anê e spered an dud, betek ma oa bet adkemeret o anv e 2013, da stourm 'enep d'an ekotaos, taos nevez lakaet gant ar stad. 'Benn arc'hoazh da noz 'vo an abadenn 'ta, e Kerampuilh e Karaez. Skrivet eo ar pezh gant Goulc'han K/vella. Displegadennoù gantañ. Gant Tugdual Karluer.