Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.10.2018

2 minutes

Prosez engalv ar c'hrouadur Fañch

Avec : Fabris Kadou

Episode animé par : Tugdual Carluer

Dec'h 'oa dalc'het ar prosez engalv en afer ar bugelig Fañch. Evel 'ouvezit zo nac'het ouzh e dud reiñ an anv-mañ dezhañ, skrivet er mod reizh e brezhoneg, gant un dildenn war e N. Abaoe ar penn kentañ eo harpet familh Fañch gant Skoazell Vreizh, pa ne vefe ken evit paeañ ar frejoù justis. Dec'h gou'kreisteiz neuze 'oa bodet un toullad tud dirak ar parlamant e Roazon, lec'h eo staliet al lez-varn engalv. Un tamm renta-kont gant Fabris Kadoù, en anv Skoazell Vreizh. Deus mikro Tugdual Karluer
Emgav d'an 19 a viz Du neuze evit kaout disoc'h ar prosez.