Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.10.2018

2 minutes

"Human Kelt" pladenn nevez Alan Stivell

Avec : Alan Stivell

Episode animé par : La rédaction

« Human Kelt », setu anv pladenn nevez Alan Stivell a teuio 'maez d'ar 26 a viz Here. Evel ba'r pladennoù « 1 douar » ha « reflets » 'vo kavet levezon sevennadurioù disheñvel eus ar bed-a-bezh : sonnerezh elektronik, rock, keltieg evel just. Un toullad a arzourien eus a-bep aorin 'zo bet pedet da seniñ ha kanañ gant ar soner telenn mil-vrudet, 'giz Murray Head, ar vreudeur Morvan, Francis Cabrel, Bob Geldof, Donal Luny, Andrea Corre, hag ur bern c'hoazh. Adkavet 'vo tonioù kozh evel « son ar chistr » met ivez reoù nevez-krouet. 'Benn-fin, pal Alan Stivell 'oa kinnig ur sell war an hent 'neus graet abaoe ar bloavezhioù 60. Ha gantañ, ar Vretoned o deus graet ur sapr hent ivez. Gant Gwenvael Delanoe.
'Ba Plañvour 'vo lidet mont-maes ar bladenn gant un abadenn d'an 26 a viz here. Dalc'hit soñj eus an deiziad rak warlerc'h ez aio Alan Stivell d'o'r un tamm tro war leurennoù ar broioù estrenn, 'ba Okitania, bro Alamagn ha Bro C'hall, hag all.