Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission 2 vunutenn evit kompren - Episode diffusé le 29.10.2018

2 minutes

2 vunutenn evit kompren penaos e varvo an heol

Episode animé par : Morgane Bramoullé

An astrofizisianed a soñj dezho e varvo an Heol a-benn 5 miliard a vloavezhioù. Er c'hozmos ez ur penn hag ur fin d'an holl draoù. Evitomp-ni tud munut, n'eo ket gwall blijus soñjal e fin an Heol ha fin ar vuhez war ar voul-douar met bez eus marvioù bravoc'h eget reoù all.
Betek hen e soñje deomp e oa re vihan an heol evit mervel e-giz un tan-arvest. Met a-drugarez da araokadennoù ar patromoù roadennoù e c'hell ar skiantourien embann ne yao ket an heol diwar-wel didrouz.