Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission 2 vunutenn evit kompren - Episode diffusé le 19.12.2018

3 minutes

2vn evit kompren perak e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred

Episode animé par : Morgane Bramoullé

Tost e pep lec'h er bed e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred. N'eus nemet en un nebeut broioù afrikan tapet kalz gant ar SIDA e varv yaouankoc'h ar maouezed.
Dreist holl neuze e vev hiroc'h ar maouezed hag an diferañs a c'hell mont betek 15 vloaz e Bro Rusia ! E Breizh ez eus 6 vloaz a ziferañs memes tra. Ar maouezed a vevo betek tost 85 bloaz. Hag ar baotred betek un tamm ouzhpenn 78 vloaz.
Met perak an diforc'h bras mañ ?