Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 21.01.2019

2 minutes

40 vloaz eo Ceili Pub Kemper!!

Avec : Dunvael, Pêr-Yves

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Er bloavezh 1979 e tigorre e Kemper un ostaleri bihan etre an ti gar hag an ti post. 40 vloaz war lec'h eo deuet ar C'heili da vezañ brasañ ostaleri kêr, hag eo dalc'het atav gant ar memes familh Gloagened. Evit lidañ o deiz-ha-bloaz e oa konsertoù bep abardaevezh ar sizhunvezh, 6 devezh deus renk. Echuet eo dec'h gant ur fest-noz ha sonerien braz a-vremañ : Bodenes Hamon Quintet, O'Tridal ha Jean-Charles Guichen. E touezh ar pratikoù, e veze kavet tud o taremprediñ ar C'heili dibaoe pell amzer, giz Dunvael ha Pêr-Yves.