Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 11.02.2019

2 minutes

Tro-bale gant an UDB evit difenn linenn tren Montroulez-Roskoff

Avec : Bernez Rest Bernez Bars

Episode animé par : Erwan Blanchard

Goulenn 'ra groñs an UDB ma 'vo kempennet al linenn-houarn etre Montroulez ha Rosko. Labourioù n'int ket bet lakaet 'b'ar Pakt Monedone 'ba Breizh 'oa sinet gant Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, hag Edouard Felep, ministr kentañ gouarnamant Bro-C'hall, digwener dremenet 'ba Roazhon. Al linenn 'zo serret 'baoe un nebeut mizioù 'rak kouezhet 'oa ul lodenn anezhi en he foull 'blam d'an dour-beuz. Bernard Bars 'oa deuet eus Brest 'vit bale ar 25 km 'zo etre Montroulez ha Rosko. Evitañ 'ranker reiñ an tu d'an dud dibab etre mont gant an oto hag an tren.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.