Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 11.02.2019

3 minutes

Aet ar maout gant Bagad Kap Kaval e Rann kentañ ar c'hampionad

Avec : Eflamm Louis Herve Pier

Episode animé par : Erwan Blanchard

70vet kampionad broadel ar bagadoù rummad kentañ 'oa dalc'het dec'h. 16 bagad 'noa kemeret perzh 'bar genstrivadeg 'zo aozet gant Sonerion, ar gengevredad 'zo 150 strollad sonerezh enni. Ar bloaz 'mañ 'oa lakaet war wel sonerezh ar Menezioù, sonerezh Kreiz-Breizh. 'Vel warlene eo gant Bagad Kap Kaval eo aet an trec'h. Met an holl strolladoù 'neunt sonet ar gwellañ posubl 'vel tud bagad Boulvriag. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
O zri flas kentañ 'zo aet gant Bagad Kap Kaval, Kerlenn Pondi ha Bagad Kemper. 'Benn an 3 a viz Eost 'vo dalc'het eil prantad kenstrivadeg rummad kentañ da geñver Gouel ar Gelted 'ban Oriant.