Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 06.02.2019

2 minutes

Ar stourm a-enep kreizenn Landi 'zo war an dachenn bremañ!!

Avec : Jakez Kerom, Naïg Gars

Episode animé par : Erwan Blanchard

Gant Direct Energie eo lañset, ar sizhun dremenet, al labourioù da gempenn an dachenn da sevel ar greizenn d'ober tredan gant gaz . Met stourmerien 'ya da Landivizio bemdez 'vit lakaat da baouez ar chanter. Rekourioù a-enep ar greizenn 'zo studiet gant ar justis met n'int ket goursezus . Stourmerien Gaspare, Force 5 'neunt un arguzenn ouzhpenn, bremañ, 'vit klask lakaat ar raktres 'zo ul lodenn eus an Triskell Breizh 'vit energiezh da baouez: kavet 'zo bet maligorned Kemper lec'h m'eo sañset ar greizenn da vout savet. Selaouomp Jakez Kerom, ezel eus Force 5, 'oa war blas dec'h. Gant Erwan Blanchard.