Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.02.2019

2 minutes

Diaesoc'h diaesañ eo bevañ evel kazetenner dizalc'h

Avec : Anna Kere

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Dimeurzh tremenet zo bet embannet ur pennad er gazetenn « Liberation » evit desachiñ selloù al lennerien war labour ar bijisted. Ar gazetennerien-se, hag a labour hep kevrad hir-dermen, a c'hell chom hep ma vefe roet labour dezho deus an eil devezh d'egile, pe c'hoaz a c'hell bezañ paet gant mizvezhioù dale. Gervel a reont an embregerezhioù o c'hoprañ anezho da zoujañ deus al lezenn ha deus gwirioù al labourerien.(Anna Kere a zo kazetennerez dizalc'h hi he-unan, hag unan deus ar re o deus sinet ar galv. Lâret a ra, deus mikro Laetitia Fitamant e Radio Kerne, penaos eo koulskoude ul labour evel hini ar gazetennerein all a vez kaset gant ar bijisted.