Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 12.03.2019

2 minutes

Mizvezh ar gallaoueg 'zo aozet e miz Meurzh!!

Avec : Andre Le Coq

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

Kroget 'eo mizvezh ar gallaoueg abaoe dimerc'her tremenet. A-hed miz Meurzh 'vo kinniget 'bop seurt traoù tro-dro d'ar yezh-se. Hervez studiadenn TMO 'oa bet graet warlene 'zeus c'hoazh eus 191 000 a c'hallaouegerienn 'ba Breizh memes tra. Ur sifr tost ouzh hini ar vrezhonegerien. Met kalz diwellushoc'h eo c'hoazh ar gallaoueg 'ba'l lec'hioù publik. Gant kevredigezh KAK Sud 'zo staliet 'ba St Karadeg e bro Loudia 'vo aozet ur bouchad traoù 'vit lakaay war-wel en-dro ar gallaoueg. Ezel ouzh Kak Sud eo Andre Le Coq 'zo doc'h mikro Gwenvael Delanoe.