Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.03.2019

2 minutes

Mizvezh ar gallaoueg e Roazhon 2

Avec : Maria Malharde

Episode animé par : La rédaction

Mizvezh ar gallaoueg eo ar miz-mañ. Un digarez 'vit kinnig 'bern darvoudoù tro-dro d'ar yezh-se. Ha just-walac'h 'vo aozet kalzig a-draoù g'ar gevredigezh Kejadenn 'ba Roazhon. Dibaoe un tri bloaz bennak 'neus adplantet lusk en dro e sevennadur Breizh war gampus Roazhon 2, d'ar memes koulz pa oa adlañset an traoù gant ar strollad « Brezhoneg er skolveur ». Adalek dilun neuze vo kinniget gant Kejadenn ur bern atalieroù : gouren, prezegennoù istorel, mell-droad gouezelleg. Hag evel just ar pep pouezhushañ 'chom ober ar miniañ posupl ga'r yezh. An div yezh : brezhoneg ha gallaoueg ! Gant prezidantez ar gevredigezh Maria Malharde 'vo displeget hiroc'h penaos 'vez graet gante 'vit lak war well yezhoù ar vro war'r c'hampus. Eman-hi deus mikro Gwenvael Delanoe.
Sizhunvezh Breizh 'vo dalc'het adalek ar 25 a viz Meurzh, ha d'ar sul 24 just a-raog, 'vo eus ur sonadeg 'ba ostaleri ar Paper Timbr... 'Vit kaat minioc'h a ditouroù, kit war fasebook Kejadenn.