Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 14.03.2019

2 minutes

Foar vBio Landerne gant soubennoù Kilheg

Avec : Erwan

Episode animé par : Erwan Blanchard

'Benn fin ar sizhun 'vo dalc'het ar 21 tañ Foar vBio 'ba Landerne. Gant kerent bugale Diwan 'vo degemeret 130 diskouezer 'ba sal Sant-Ernel. E-touez an diskouezerien 'vo Céline, ur vaouez yaouank 'zo chom 'ba Plouneour-Menez. Savet 'neus, tri bloaz 'zo, un atant da c'hounit legumaj evit fardañ soubennoù lipous: "Les jardins du Quillec" eo anv ar stal. Bremañ emañ o labourat gant he gwaz, Erwan, war an atant. Displeget 'neus Erwan da Erwan Blanchard peseurt stumm soubennoù 'zo savet ganto.