Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 15.03.2019

3 minutes

3000 brestad yaouank war ar straedoù o vanifestiñ evit an hin

Avec : Klervi, Evan, Noah, Yanis, Efflamm, Liza

Episode animé par : Erwan Blanchard

War dro 3000 den yaouank 'neunt manifestet 'vit an hin 'ba Brest hudu. 3000 den yaouank 'neunt divizet ober harzh-labour ha chom hep mont d'ar c'hentelioù goude merenn 'vel 'pezh 'zo bet graet gant bern re yaouank all 'bar bed. pe 'vefe Roazhon, Berlin, Madrid ha kement 'zo. Ankeniet mat 'zo, ul lodenn eus ar boblañs gant o dazont 'blam da stad an douar n'aio ket war welaat ma chomer gant memes mont en dro. Gant ar plac'h yaouank eus Sued Greta Tunrbeg 'oa roet lañs d'al lusk se, lakaat an dud gour dirak o c'hirriegezhioù. Ar santimant 'neunt ar re yaouank 'vez graet goap anezho. War ar skritelloù 'oa kalz anezho 'ba Brest hudu c'hallemp lenn: "Mamm petra eo ur wezenn?" "la planète a ses limites comme moi" ha kement se. Klervi 'unan eus ar vanifesterien 'oa o tougen ur skritell treset warni unan eus arrouezhioù tommadur an hin..