Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 15.03.2019

2 minutes

Ne 'vo supporter ebet eus "Stade Brestois" 'ba tribunelloù an Oriant warc'hoazh 'vit an derbi e Lig 2 melldroad

Avec : Brieuc

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

Difennet 'vo da suporterien Brest mont da dougen o skipailhad miniañ karet 'pad ar c'hrogad 'nep d'an Oriant, 'benn diasadorn. 'Vit abegoù surrentez eo kemeret an diviz-se gant prefet Morbihan. Sañset ne vefe ket awalac'h a boliserien 'vit or war dro manifestadeg ar re jiletennoù-melenn vo ha d'ar supporterien d'ar memes koulz. Ha dreistholl, hervez ar prefet, vefe eus ur riskl 'viche kalz feulster hag emgannioù etre an daou strollad ultra breizhek. Pezh 'n'eo ket bet digemeret mat gant ultra-ed ha suporterien all Brest, na spontet 'oant da vout gwelet 'vel ma viche 'bern Hooliganed en o zouez. Met dav derc'hel soñj n'eo ket nevez seurt dibaboù polis : dibaoe un toullad a vloavezhioù 'vez difennet ga'r prefeted d'ur bern suporterien da vont da well krogadoù melldroad. Un tamm 'vel pezh 'zo bet votet ar 'zhun-mañ dre al lezhenn 'nep d'an dorfedourien, a ro an aotre d'ar prefet da zifenn 'd'un bennak mont da vanifestiñ. Brieuc, a zo supporter Brest, 'zo doc'h mikro Gwenvael Delanoe.