Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 15.04.2019

2 minutes

'Ba Kemper 'oa manifestet a-enep al lezenn a-enep d'an dorfedourien

Avec : Hoel Louarn

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

Pezh 'zo sur 'oa manifestateet...

Manifestet 'zo a-enep d'al lezhenn war 'r gwir da vanifestiñ disadorn tremenet. Meur a strollad politikel, sindikad ha kevredigezh 'giz Emmaüs pe Lig Gwirioù Bugel-den o doa galvet da vont da ziskenn 'ba'r straedoù 'vit goulenn ma viche nullet al lezenn 'nep d'an dorfedourien, giz ma vez graet doc'houti, a zo o paouez 'bout lakaet e pleustr. Dekvedoù a viliadoù a dud 'oa bet o kerzhout 'ba Breizh ha Bro C'hall, 'sames ga tud o jiletennoù melen ha stourmerien kentoc'h eus an tu kleiz. 'Giz 'ba Kemper, lec'h oa bodet war dro 400 a dud. Neubeut 'tre a archerien 'oa bet gwelet da geñver manifestadegoù ar re jiletennoù melenn gante. Ha trankil tre ar vanifestadeg : un tamm tro 'ba kreizh kêr ha da greisteiz hanter 'oa aet kuit an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù. Koulskoude felle da lod kenderc'hel da gerzhout un tamm. Hoel Louarn 'oa ba'r vanif. Eviti n'eo ket nevez ar fed m'eo lakaet diaes ar gwir da vanifestiñ. Met war washaat 'ha an traoù. Emañ diouzh mikro Gwenvael Delanoe.