Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 16.04.2019

2 minutes

"Mister Breizh" videoioù da lakaat ar brezhoneg war wel e Kemper

Avec : Riwal Kermarreg

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

War an hent da drapout live tri ar garta ya d'ar brezhoneg emañ kêr Gemper, hag e ra an ti-kêr ar peadra evit tizout e bal. Kemeret 'n eus ar pleg da lakaat ur pennad nevezenti ar miz da nebeutañ e brezhoneg war e lec'hienn internet. Mez izhpenn an dra-se zo bet embannet war bajenn FB an ti-kêr ur video he anv "Mister Breizh". Ar filmig a zo rann kentañ un heuliad videoioù a droez tro dro da gomzoù brezhoneg pemdeiz ar Gemperiz. Riwal Kermarreg, bet savet ha c'hoariet er videoioù, a zisplegdeomp penaos eo ur youl deus perzh an ti-kêr da lakaat ar brezhoneg war wel.
7 rann a zo raktreset da vezañ skignet en holl, unan ar miz, ha marteze e vo ken trapet ar gemperiz gant an heuliad, ma c'hello Riwal treiñ lod all e brezhoneg penn da benn a-benn bloaz ac'hann, piv oar ? Ar video kentañ atav a c'heller kavout dre bajenn FB ti-kêr Gemper, petramant war-eeun war al elc'hienn Youtube.