Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.05.2019

2 minutes

Ur milion a spesadoù loened pe blant a zo da vont diwar wel dindan un nebeut dekadoù a vloavezhioù

Avec : Lucienne Moazan

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

1 milion a spesadoù loened pe blant a zo da vont diwar wel dindan un nebeut dekadoù a vloavezhioù. 1 million diwar an 8 a zo en holl. Dilun voe bet embannet ar siffroù spontus-mañ gant an IPBES, Savenn Etregouarnamantoù war ar Bevlieseurted hag ar Selvijoù Ekosistemek. Goude 3 bloavezh labour gant kazi 150 skiantour eo deuet sklaer dezho : mont a ra an natur war ziskar buhanoc'h eget en holl zegouezhioù all e istor an denelezh. Digreskiñ a ra niver koulz ar spesadoù, ar pobladoù, ar gouennoù mez ivez an ekosistemoù.
Kavet vez 5 abeg braz d'an dra-se, renket e urzh o fouezh war an darvoud : « cheñchamant implij an douaroù hag ar morioù gant Bugel-Den » a zo an hini pouezusañ, a-raok « tommadur an Hin » pe « ar saotradurioù ». Ar pezh a c'heller lâret eo emañ an denelezh penn-kaoz da bep hini deus an abegoù braz-mañ.
Lucienne Moazan a zo bet animatourez natur war vord ar mor e bro Fouenn e pad 40 vloaz. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean penaos he deus gwelet an traoù cheñch.
Diskinnig : En o danevell e echu skiantourien an IPBES en ur lâret emañ dav cheñch penn d'ar vazh en un doare gwall drumm evit deomp dont benn deus an enkadenn a vevomp. Hep goulenn en un doare sklaer dont maez deus ar sistem ekonomikel kapitalour, e aliont d'ar gouarnamantoù evezhiañ da skouer en un doare strizh ar sistemoù eskemm argant.